mercredi 21 avril 2010

Abadenn e Segalen / Concert à Segalen


(français plus bas)






An abadenn-mañ zo ar pall ganti ober bruderezh evit ar Redadeg 2010 evit ar brezhoneg. Loc'h a raio eus Roazhon d'an 10 a viz Mae evit erruout ar 15 e Pondi. Ur souten kreñv en eus c'hoant reiñ an SLB Skol-veur d'an darvoud pouezus-se met ivez dre-se, lakaat buhez en hor Skol-Veur. Houmañ hag a zo ken sioul siwazh... Tremen a raio ar Redadeg e Brest d'ar Yaou 13 a viz Mae (dervezh dilabour, da 1e57 abardeiz war blasenn ar Frankiz). Etre kreizteiz ha 5e e vo abadennoù sonerezh ha standoù a bep seurt. Ur c'honser vo dalc'het gant Gimol dru band ha strolladoù all ivez.Deuit niverus, met na zisoñjit ket: dreist holl...



Stourmomp betek an trec'h!!


-----------------------------------------------------------------------------------



Ce concert a pour objectif de faire la promotion de l'évènement de Mai : la course pour la langue bretonne (Ar Redadeg). Cette dernière part de Rennes le 10 Mai pour arriver à Pontivy le 15 après 1200 Km de relais jours et nuit.Le SLB Skol Veur souhaite apporter son vif soutien à cette course via cet évènement festif. Il permettra en plus de mettre un peu de vie à la Fac Segalen, si austère... La Redadeg passera par Brest le Jeudi 13 Mai (jours ferié, à 13h57 place de la Liberté). Sur la place, entre 12h et 17h des animations sont prévues: concert de Gimol Dru Band et d'autres groupes, des stands...Venez nombreux et surtout...


Stourmomp betek an trec'h!!

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire